Mont d’an endalc’had

Trochilidae : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ceb:Trochilidae
D r2.7.1) (Robot : O kemmañ fa:مگس‌مرغ‌ e fa:مگس‌مرغ
Linenn 174: Linenn 174:
[[et:Koolibrilased]]
[[et:Koolibrilased]]
[[eu:Kolibri]]
[[eu:Kolibri]]
[[fa:مگس‌مرغ‌]]
[[fa:مگس‌مرغ]]
[[fi:Kolibrit]]
[[fi:Kolibrit]]
[[fr:Trochilidae]]
[[fr:Trochilidae]]

Stumm eus an 1 Meu 2013 da 01:40

Trochilidae

Kolibried gant Ernst Haeckel e 1904
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Apodiformes
Kerentiad : Trochilidae
Anv skiantel
Trochilidae
Vigors, 1825
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Kerentiad an Trochilidae a zo ennañ 328 spesad evnedigoù-lufr[1], evned-kelien[2], pe kolibried(Daveoù a vank). Gant ar ger diwezhañ-mañ e vez graet e meur a yezh dre ar bed evel un termen hollek, met evit ar skiantourien ne dalv nemet evit ur genad anezho, ar genad Colibri. Evned bihan-bihanik a zo anezho, ar re vihanañ er bed: adalek 5 pe 22 cm, betek 35 cm evit ar spesadoù o deus pluñv hir ouzh o lost. Luskañ a reont o diveskell buan-kenañ: 15 pe 80 gwezh bep eilenn. Pluñv livet flamm zo ouzh o gouzoug pe war o fenn. Cheñch a ra kalz neuz o figos moan hervez ar spesadoù: gallout a ra bezañ pe berr pe hir-kenañ, pe eeun pe kamm da vat. Bihan-bihanik eo o favioù. Kouskediñ a reont e-doug an noz kuit da goll energiezh.

Kavout a reer anezho el lodenn vrasañ eus Amerika an norzh hag Amerika ar su. Stank int en takad neveztrovanel. Bevañ a reont e meteier disheñvel, e kement lec’h ma kresk ar plant a c’hall pourchas nektar dezhe, adalek live ar morioù betek 5 000 m uhelder. Kalz brasoc’h eo o liested en toleadoù ismeneziek.

Bihanañ evned ar bed eo kolibried Elena (Mellisuga helenae) a gaver e Kuba. Ne greskont ket en tu all da 2,5 cm evit daou c'hramm pe war-dro.

Gallout a rafed gwelet ur c’holibri e linennoù Nazka.

Rummatadur

Diouzh ar rummatadurioù e vez renket an evned-kelien en urzhiad Apodiformes (asambles gant ar glaouered) pe en o urzhiad dezho o-unan: Trochiliformes.

Genadoù

Amazilia lactea

Skeudennaoueg

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

  1. Frañsez Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931, p. 131b.
  2. Frañsez Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931, p. 131b.

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB