Mont d’an endalc’had

Nonnos Panopolis : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ca:Nonnòs
removed ca:Nonnòs (a byzantine historian)
Linenn 27: Linenn 27:
[[Rummad:Skrivagnerien Hellaz kozh]]
[[Rummad:Skrivagnerien Hellaz kozh]]



[[ca:Nonnòs]]
[[de:Nonnos von Panopolis]]
[[de:Nonnos von Panopolis]]
[[el:Νόννος]]
[[el:Νόννος]]

Stumm eus an 17 Gen 2009 da 19:11

Nonnos Panopolis (Νόννος pe Νόννος ο Πανοπολίτης e gregach, diwar νέννος / nénnos « eontr»), ganet e Panopolis, en Egipt, er Vvet kantved, a oa ur barzh a skrivas e gregach.

Oberennoù

Bez ez eo unan eus oberourien egiptat e amzer a oa troet gant barzhoniezh Hellaz, evel

Dionusiaka

Skrivañ a eure an Dionusiaka (Patrom:Διονυσιακά / Dionusiaká e gregach), un dastumad meurganoù, daou strobad 24 c'han oc'h ober anezho, gant mojennoù kontet diwar-benn Dionysos, savet gantañ etre 450 ha 470.

E penn-kentañ pep kan ez eus ur c'hinnig d'ar Muzezed. Savet eo ar skridoù hervez reolennoù ar retorik ha klask a reont keveziñ gant skridoù Homeros.

Embannadur kentañ

Un donrskrid diembann a voe kavet er XVIvet kantved e Tarenta gant Sambucus hag embannet prestik goude gant Christophe Plantin.

Kristen

Goude-se e troas Nonnos da gristen hag e savas un Aviel hervez Yann e gwerzennoù ( hexamètres dactyliques).

Embannadurioù

  • Dionysiaca, nunc primum in lucem edita, ex bibliotheca Joannis Sambuci pannonii. Cum lectionibus & conjectururis Gerarti Falkenburgii Noviomagi & Indice copioso, Christophe Plantin, Antwerpen, 1569.