Mont d’an endalc’had

Kalon : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot tennet: ksh:Hätz
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: map-bms:Jantung
Linenn 119: Linenn 119:
[[lt:Širdis]]
[[lt:Širdis]]
[[lv:Sirds]]
[[lv:Sirds]]
[[map-bms:Jantung]]
[[mhr:Шӱм]]
[[mhr:Шӱм]]
[[mk:Срце]]
[[mk:Срце]]

Stumm eus an 17 Meu 2011 da 21:17

Un organ kigennek eo ar galon. Karget eo da gas ar gwad dre ar gwazhied dre he stegnadennoù.

Dont a ra ar ger kardiak diwar ar Gresianeg καρδιά, kardia. Kalon ar mellkeineged a zo savet diwar ar miokard, ur gigenn emren en he stegnadennoù.

Kalon ur c'hi sellet eus ar c'hoztez (koztez kleiz):
1. Kofig kleiz. 2 Pare kreiz gant ar gwazhiennoù koroner. 3 Kofig dehou. 4 Druzoni. 5 Gwazhienn-gas ar skevent. 6 Ligamentum arteriosum. 7 Aort. 8 Truncus brachiocephalicus. 9 Arteria subclavia sinistra. 10 Skouarnig dehou. 11 Skouarnig kleiz. 12 Druzoni. 13 Gwazhiennoù-degas ar skevent.
Troc'h a-dal e kofig kleiz ur galon-den


Ar galon-den

Korfadur ha kefridi

Dispartiet eo tu-dehou ha tu-kleiz ar galon gant ur pare, kuit ma veskfe ar gwad. A-drugarez da valvigoù zo e rank ar gwad mont deus un tu nemetken. Ar galon, hag a zo keflusker red ar gwad a zo div lodenn dezhi e gwirionez, div lodenn staget ha dispartiet war ar memes tro. Gant ar c'hofigoù eo e vez kaset ar gwad davet ar c'horf pe ar skevent ha diwar-se eo tevoc'h ar miokard eno, tevoc'h an hini kleiz dreistholl.

| Dont a ra ar gwad paour e dioksigen d'ar skouarnig dehou. Tremen a ra da-c'houde er c'hofig dehou hag a gas anezhañ davet ar skevent. Adkarget e dioksigen dre ar skevent e teu en-dro d'ar galon dre ar skouarnig kleiz betek ar c'hofig kleiz. Hemañ-diwezhañ a zo ar bompell bennañ rak, dre he stegnadur e kaso ar gwad trema ar c'horf a-bezh (war-bouez ar skevent).

Pourvezet a rank bezañ ar galon ivez rak implijout a ra ar miokard un tamm mat eus an dioksigen douget er gwad. Maget e vez diwar an arter coroner.

  1. Skouarnig dehou
  2. Skouarnig kleiz
  3. Gwazhienn-degas ar c'horf-nec'h
  4. Aort
  5. Gwazhienn-gas ar skevent
  6. Gwazhienn-degas ar skevent
  7. Malvig skouarnig-kofig kleiz
  8. Malvig an aort
  9. Kofig kleiz
  10. Kofig dehou
  11. Gwazhienn-degas ar c'horf-traoñ
  12. Malvig skouarnig-kofig dehou
  13. Malvig ar skevent


Kelc'hiad ar galon

Talmadennoù ar galon dre IRM; ne vez gwelet nemet ar c'hofigoù

Frekañs talmadennoù ar galon (an talm) a zo etre 55 da 80 talmadenn dre vinutenn en diskuizh evit un den-gour, evit ur fonnder etre 4,5 ha 5 litrad dre vinutenn (n'eo nemet keidennoù !). Ouzhpenn 2 viliard talmadenn a zo en ur vuhez-den. Pep talmadenn a zo e-gwirionez un heuliad a oberiadennoù anvet kelc'hiad ar galon : 3 mare a zo, sistolenn ar skouarnigoù, sistolenn ar c'hofigoù ha diastolenn .

  1. E-kerzh sistolenn ar skouarnigoù e-dibenn an diastolenn, e stegn ar skouarnigoù a-benn peurleugniañ ar c'hofigoù. Serriñ a ra just warlerc'h ar malvigoù skouarnig-kofig ar pezh a vir d'ar gwad dont en-dro.
  2. Sistolenn ar c'hofigoù a vez kurzhadur ar c'hofigoù hag a skarzh ar gwad er gwazhienn-kas, hini ar c'horf hag ar skevent. Serriñ a ra ar malvigoù kofig-gwazhiennoù-kas. Krogiñ a ra ar gwad da zont en-dro er skouarnigoù.
  3. Dinerzh penn-da-benn eo ar galon e-pad an diastolenn ha leuniañ a ra en-dro he skouarnigoù dre gwazhiennoù-degas ar c'horf (nec'h ha traoñ ha skevent).

Padout a ra 1/3 ar c'helc'hiad ar sistolennoù ha 2/3 an diastolenn.

Skarzh ingal ar gwad er-maez eus ar galon a c'hell bezañ muzuliet aes : an talm eo.