Mont d’an endalc’had

Lenn Saint Clair

Eus Wikipedia
Stumm eus an 18 Her 2023 da 18:51 gant Dishual (kaozeal | degasadennoù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Lenn Saint Clair
lenn
Diskarg al lennDetroit Kemmañ
Diazad doureierLake Saint Clair drainage basin Kemmañ
StadKanada, Stadoù-Unanet Kemmañ
Daveennoù douaroniel42°27′1″N 82°40′33″W Kemmañ
Map
Lenn Saint Clair e-kreiz etre al Lenn Huron hag al Lenn Erie.

Al Lenn Saint Clair (St. Clair Lake e saozneg; Lac Sainte-Claire e galleg) zo ul lenn dour dous etre Ontario, e Kanada, ha Michigan, e SUA, hag unan eus al Lennoù Meur, etre al Lenn Huron (en hanternoz) hag al Lenn Erie, er c'hreisteiz.

Dont a ra an anv saoznek eus an anv gallek Lac Sainte-Claire, anv gallek ar santez Chiara d'Assisi, a oa lidet en deiz ma voe kavet al lenn gant tud eus Europa.

Enni e teu da aberiñ ar stêr Saint Clair a zo o tont eus al lenn Huron, en hanternoz, hag anezhi ez a ar stêr Detroit war-zu ar c'hreistez etramek al lenn Erie er c'hreisteiz dezhi.