Mont d’an endalc’had

Mongolia an Diabarzh

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Mongolia an Diabarzh (mongoleg , öbür mongghul, sinaeg: 内蒙古自治区, Nèi Měnggǔ Zìzhìqū). Mongolia ar Su a vefe reishoc'h hervez an anvadur mongolek.

Rannvro emren eus Republik Pobl Sina, e hanternoz ar vro. Lec'hiet evit ul lodenn vras e dezerzh Gobi etre Mongolia hag ar Stêr Velen.

Poblañs

Mongolia ar Su a zo bro ar Vongoled, koulskoude n'eont d'ober nemet 13% eus ar boblañs. Displeget e vez an dra-se dre an trevadennerezh sinaat hag aloubidigezh ar vro gant ar Sinaiz Han. Ar minorelezhioù a zo an Daured, an Evenked, an Orokined, ar Sinaiz Hui, ar Vanchoued hag ar Goreaned.

Pobloù a ya d'ober poblañs Mongolia ar Su

Niveridigezh ar bloaz 2000 Pobl Niver a dud Dregantad Sinaiz Han 18,465,586 79.17% Mongoled 3,995,349 17.13% Manchoued 499,911 2.14% Sinaiz Hui 209,850 0.900% Daured 77,188 0.331% Evenked 26,201 0.112% Koreaned 21,859 0.094% Rusianed 5,020 0.022%

Liammoù diavaez