Mont d’an endalc’had

Yan' Dargent

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Jean-Édouard Dargent (Sant-Servez-Landivizio, 15 a viz Here 1824Pariz, 19 a viz Du 1899), brudet dindan an anv Yan' Dargent, zo ul livour hag ur skeudennaouer breizhat hag en deus livet e vro c'henidik.

Buhez

Kinkladur an Naeron
diwar ur dresadenn gant Yan' Dargent
Feilhañserezh HB Henriot, Kemper

Mab e oa da d'ur c'hivijer lorenat, Claude Dargent, a oa dimezet gant Marguerite Perrine Clémentine Robée, merc'h an ostiz ha moarer kozh Pierre Robée, a voe maer Sant-Servez-Landivizio.

Daou vloaz hepken e oa Jean-Édouard pa varvas e vamm ha pan eas e dad da labourat war e vicher e Landerne. Addimeziñ a reas an tad e Kastell-Paol, hag en e dud-kozh e voe fiziet ar bugel. Gant e dad-kozh Pierre Robée e voe kaset da Blouared ma voe skoliataet gant un eontr-kozh a oa mestr-skol eno. Unan eus e genskolidi e voe ar barzh Fañch an Uhel, a chomas e vignon a-hed e vuhez.

Goude ar skol ez eas Jean-Édouard d'ar skolaj e Landerne, kent mont e 1836 da skolaj Kastell-Paol. Goude-se e tistroas da Landerne da vevañ gant e dad en-dro.

Fellout a rae da Bierre Robée ober ur moraer diouzh e vab-bihan, hogen hennezh a gave gwelloc'h an tresañ hag ar jedoniezh.

Da 16 vloaz, e 1840, e voe Jean-Édouard treser er gompagnunezh labourioù foran Deniel e Brest kent mont e melestradur ar Pontoù hag an Hentoù ; diwezhatoc'h e voe gopret gant Kompagnunezh ar C'hornôg (Compagnie de l’Ouest) evit ober savleoù glennadurel a-benn sevel un darn eus al linenn-houarn Brest-Roazhon etre Montroulez ha Brest.

E 1846, hag eñ 22 vloaz, e oa enseller al labourioù evit an hent-houarn e Montereau e-kichen Orléans. Eno e kejas ouzh Jules-Nicolas Schiltz, a oa kelenner war an tresañ e likez Troyes ; gant hennezh e voe broudet da labourat war an arzoù. Un emzeskad e voe Jean-Édouard Dargent adal neuze, ha biskozah n'eo bet ezel eus skol pe skol, ar pezh a lakaas un harz d'e resped hep mar.

E 1849 en devoe ur mab, Ernest, gant e serc'h Aimée Louise Eulalie Crignou ; ne anzavas e vab nemet pa varvas Aimée e 1861.

E 1850, pa voe goulennet digantañ mont da Spagn da labourat war chanter ul linenn-houarn, e kavas gwelloc'h treiñ war-du al livañ, diwar levezon Charles-Paul Furne, mab d'an embanner parizian Charles Furne (1764-1859). Reiñ e zilez a reas, ha mont d'em staliañ e Paris.

Da neuze e tibabas Jean-Édouard Dargent sinañ an anv Yan' Dargent[1].

Dek bloavezh-pad e livas taolennoù a voe war ziskouez e Saloñs Paris bep bloaz, hep ober berzh avat.

E 1861 e kinnigas peder zaolenn : Les Lavandières de la nuit, Souvenir de collège, Les pilleurs de mer à Guissény ha Pâtres des plaines de Kerlouan[2]. Gounezet brud gantañ a-benn an diwezh, hep gallout bevañ diwarni avat.

Dre skeudenniñ levrioù, un daou c'hant bennak anezho, e kavas Yan' Dargent an tu da c'hounez arc'hant en un doare reoliek. Skeudennoù a-vil-vern evit kazetennoù evel La France illustrée, La vie à la campagne, Magasin pittoresque, Musée des Familles a reas ivez. Lakaat sevel ti a reas e Krec'h-an-Drev nes da Gastell-Paol.

D'an 3 a viz Gouhere 1867, d'an oad a 43 bloaz, e timezas gant Eugénie Antoinette Stéphanie Mathieu, ur sonerez a oa merc'h d'al livour Eugène Mathieu.

Adalek 1868 betek 1878 e voe karget da ginklañ ilizoù Sant-Servez-Landivizio, Landerne, Montroulez, Gwitalmeze ha chapelioù iliz-veur Kemper, a roas labour dezhañ seizh bloavezh-pad.

E 1877 e voe anvet da varc'heg al Lejion a enor. E 1885, pa varvas e wreg Eugénie Mathieu, en em stalias da vat e Krec'h-an-Drev.

E 1898, pa voe krouet Kevredigezh Vroadel Breizh e Montroulez, ez asantas bezañ e penn rann an Arzoù-kaer. Pa voe skoet gant ar baourentez, e dibenn e vuhez, e voe degemeret gant e vab. E Paris e varvas d'an 19 a viz Du 1899, hag e Sant-Servez-Landivizio e voe beziet.

Hêrezh

Kent e varv en devoa Yan' Dargent goulennet bezañ beziet e Sant-Servez-Landivizio ; goulennet en devoa ivez ma vije e glopenn lakaet e karnel ar barrez, a oa bet kinklet gantañ, e-kichen relegoù e vamm ha re e dud-kozh. D'an 8 a viz Here 1907 e voe graet, gant aotre an Iliz. Prosez a voe graet d'an abad ha da vab Yan' Dargent gant kerentiad e gwreg en abeg ma vije bet forzhet ar bez ; gounezet e voe ar prosez gant Ernest Dargent, a varvas pevar devezh diwezhatoc'h. Er garnel emañ klopenn al livour c'hoazh.

  • Ur mirdi zo gouestlet dezhañ e Sant-Servez-Landivizio.
  • Meur a straed Yan' Dargent zo e Breizh.
  • Holl oberennoù Yan' Dargent en iliz-veur Kemper a voe nevesaet e deroù ar bloavezhioù 2000[3].

Oberennoù meur

Livadurioù

Ar C'hannerezed-noz, 1861
Mirdi an Arzoù-kaer, Kemper, Breizh
Al lontegezh, circa 1870
(Engravadadur hervez an daolenn orin)
  • Ancien calvaire de Killinen, près Quimper
"Kalvar kozh Kilinenn, e-kichen Kemper"[4],[5]
(eoul war lien, 99 x 60 cm - 1893)
  • Brizeux et Marie
"Brizeug ha Mari"
  • Dahut enlevée par une lame
"Ahes sammet gant un doenn-vor"
(eoul war lien, 202 x 160 cm, dastumad prevez)
  • Légende du Folgoët
"Mojenn ar Folgoad"
  • La Falaise de Pen-Hir, Camaret
"Tevenn Penn-Hir, Kameled"[6]
(glaouenn, 96 x 57 cm)
  • Le menhir
"Ar peulvan"
  • Le soir aux grèves de Roscoff
"Da serr-noz war aodoù Rosko"[6]
(eoul war lien, 49 x 80,5 cm — circa 1865-1870)
  • Le Travail
"Al labour"[5]
(eoul war lien, 126 x 251 cm - 1875)
  • Les lavandières de la nuit
"Kannerezed an noz"[5]
(eoul war lien, 75 x 150 cm - 1861)
  • L'intempérance
"Al lontegezh"[5]
(eoul war lien, 123 x 245 cm - circa 1870)
  • Mort du dernier barde breton
"Marv ar barzh breizhat diwezhañ"
  • Saint-Houardon
"Sant Houarzhon"[7]
(huile sur toile 253 x 487 cm - 1859)
  • Paysage à Goulven en Plounéventer
"Gweledva e Goulven e Gwineventer"[8]
(eoul war lien, 88 x 120 cm - 1899)
  • Sauvetage à Guisseny
"Saveteadenn e Gwiseni"
  • Portrait de Prosper Proux
"Poltred Prosper Proux"[5]
(eoul war goad, 20 x 16 cm)
  • Un soir sur la lande
"Da serr-noz war al lann"
  • Vue de la Roche-Maurice
"Ur gwel war Ar Roc'h-Morvan"

Levrioù skeudennaouet

  • Contes, ar vreudeur Grimm, Éditions Garnier, 1921
  • Nouveaux contes, Hans Christian Andersen, Éditions Garnier, 1875
  • Le Nouveau Robinson suisse, Éditions Hetzel, 1866
  • Histoire fantastique du célèbre Pierrot, Alfred Assolant, Éditions Furne & Boivin

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

  1. Diwar penndroc'h eil n an anv Yann e teu ar skrab e Yan' ; goude marv al livour e vo gwelet e anv skrivet *Yan Dargent pe *Yan D'Argent dre fazi ; ur straed *Yan Dargent zo e Kemper.
  2. "Ar c'hannerezed-noz", "Eñvorenn eus ar skolaj", "Preizherien-vor Gwiseni" ha "Bugulien kompezennoù Kerlouan".
  3. D'an 12 a viz Kerzu 2008 e voe echuet al labourioù
  4. E Landrevarzeg emañ kalvar Kilinenn.
  5. 5,0 5,1 5,2 5,3 ha5,4 Mirdi an Arzoù-kaer, Kemper.
  6. 6,0 ha6,1 Mirdi an Arzoù-kaer, Brest.
  7. Iliz Sant-Houarzhon, Landerne.
  8. Mirdi ar Jakobined, Montroulez.