Dantelez
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/08/Caspar_Netscher_003.jpg/280px-Caspar_Netscher_003.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/9b/Jan_Vermeer_van_Delft_016.jpg/270px-Jan_Vermeer_van_Delft_016.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c0/Dentelli%C3%A8reSoyotte.jpg/275px-Dentelli%C3%A8reSoyotte.jpg)
Dantelez zo danvez graet gant neud, ha n'eo ket gwiadet, neud seiz pe lin, peurvuiañ. Dantelezerien ha dantelezerezed eo an dud a ra dantelez.
Dilhad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A bep seurt dilhad a vez graet gant dantelez. Gouelioù ha mantilhennoù, da lakaat war ar penn, hivizoù-noz d'ar merc'hed alies, met ivez manegoù pe berrloeroù zoken.
Binvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa nelabourer ket gant an nadoz e c'haller ober gant gwerzhidoù.
Tourioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er c'hanaouennoù kozh e vez kaoz a-wechoù eus tourioù dantelezet Breizh-Izel.
Dantelez brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E meur a vro e kaver dantelez brudet: Brugge, Mechelen, ...
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo bet dantelez ar Vro-Vigoudenn. Ur mare zo bet, ha betek deroù ar bloavezhioù 1980, e weled e Breizh maouezed gant koefoù bigoudenn o werzhañ dantelez e korn ar ruioù, e Roazhon, Sant-Brieg, Brest, ha Kemper evel-just. Darn anezho a nac'he komz brezhoneg ouzh ar re yaouank.