Mont d’an endalc’had

Dimeziñ dre heg

Eus Wikipedia
Un dimeziñ digempouez, gant Vasiliy Poukirev, 1862.
Dimeziñ dre heg en Azerbaidjan.

An dimeziñ dre heg eo an doare da zimeziñ tud hep goulenn o ali diganto hag en desped dezho. Hiziv, en Europa, e vez gwelet evel ur gwallober ouzh Gwirioù Mab-Den. Gwechall e oa ar boaz en tiegezhioù uhel, en noblañs dreist-holl, hag ivez e tiez ar vourc'hizien, ma oa hollc'halloudek an ozhac'h.

E kevredigezhioù zo, en Azia hag e broioù muzulman dre vras, e vez c'hoazh dimeziñ dre heg, evel en Europa gwechall.

Stank eo kaoz an dimeziñ dre heg e lennegezh ar XVIIvet ha XVIIIvet kantved.