Mont d’an endalc’had

Glenn Jegou

Eus Wikipedia

Glenn Jegou, ganet d'an 13 a viz C'hwevrer 1973[1], zo un animatour radio brezhonek, animatour gant ar gevredigezh Skeudenn, ha kuzulier-kêr e Roazhon (gant ar PS).

Ober a ra war-dro eurvezh vrezhonek sizhuniek Radio Arvorig, skignet eus Roazhon, hag ar fest Yaouank.

Mab eo da Yann Jegou ha Lena Louarn. Niz eo da vMalo Louarn, ha kenderv d'ar ganerez Gwennyn.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Meurzh 2014 e oa war ar renk e dilennadeg kêr Roazhon, war listenn ar PS adarre, hag adanvet e oa bet da guzulier kêr[2]. Ne gemeras ket perzh en dilennadeg gwar-lerc'h.