Mont d’an endalc’had

Jean-Marc Ayrault

Eus Wikipedia
Jean-Marc Ayrault e Naoned e 2012.

Jean-Marc Ayrault a zo ur politikour gall bet ganet d'ar 25 Genver 1950 e Maulévrier (Maine-et-Loire). Maer Sant-Ervlan ha goude maer Naoned e oa, 20vet kentañ ministr ar Vvet Republik c'hall eo bet etre ar 15 a viz Mae 2012 hag ar 1añ a viz Ebrel 2014.

Mab Joseph Ayrault (1921-2010),

E skol-brevez Maulévrier eo bet a-raok mont da lise Colbert Cholet. E skol-veur al Lizhiri e Naoned eo bet da c'houde ha tapet en deus un aotreegezh war an alamaneg. Bet tremenet ar C'hAPES gantañ en deus kelennet en ul lise e Reudied a-raok en em gavout e Sant-Ervlan.

Buhez Politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Jean-Marc Ayrault ha François Hollande

Ezel eo eus ar strollad sokialour gall abaoe 1971. Kannad eus al Liger-Atlantel eo abaoe 1986, hag e penn bodad kannaded ar Strollad Sokialour gall er Vodadenn Vroadel abaoe 1997.

Anvet e oa bet da vaer Sant-Ervlan e 1977 hag etre 1989 ha 2012 e oa maer Naoned.

Bet eo anvet da Gentañ Ministr gant François Hollande d'ar 15 a viz Mae 2012, hag aet kuit eus e garg d'ar 1añ a viz Ebrel 2014.

A-enep-krenn eo ouzh distro al Liger-Atlantel da Vreizh.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.