Levran Iwerzhon
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/4f/Irish_Wolfhound_Attila.jpg/300px-Irish_Wolfhound_Attila.jpg)
Levran Iwerzhon (cú faoil en iwerzhoneg “ki bleiz”; Irish wolfhound e saozneg “ki bleiz iwerzhonat”) a zo ur ouenn levran a-orin eus Iwerzhon. Ar ouenn levraned koshañ anavezet eo, hag ivez an hini vrasañ, hag ivez ar ouenn chas vrasañ eus ar bed. Savet e oa bet evit hemolc'hiñ ar bleizi gwechall, bremañ e vez lakaet da hemolc'hiñ kirvi dreist-holl. Kavet e vez meneg eus ar chas-se e mojennoù kozh Iwerzhon, evel an Táin.