Mont d’an endalc’had

.30-06 Springfield

Eus Wikipedia
.30-06 Springfield
Skeudenn ar pennad .30-06 Springfield

A gleiz da zehou : kartouchennoù .308 Winchester - .30-06 Springfield - .300 Weatherby - .300 Winchester Magnum
Doare
Kalibr 7,62 mm
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare korf an douilhez Kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Mare implij Abaoe 1906
Muzulioù
Ø bannadell 7,82 mm (0,308 meutad)
Ø trogleuziñ 7,6 mm
Ø kolier 8,6 mm
Ø skoaz 11,2 mm
Ø korf an douilhez 12 mm
Ø strad 12 mm
Tevder ar strad 1,2 mm
Hirder an douilhez 63,35 mm
Hirder ar gartouchenn 85 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell Etre 9,7 ha 14,25 g
Boledoù implijetañ[1] : 150 greunenn (9,7 g), 165 greunenn (10,7 g), 180 greunenn (11,7 g)
Tizh o vont e-maez V0 Etre 760 ha 890 m/s
Energiezh ar vannadell Etre 2 820 ha 3 036 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An .30-06 Springfield pe 7,62 × 63 mm zo ur munision armoù-tan hiniennel deveret eus an .30-03 Springfield hag implijet gant arme ar Stadoù-Unanet abaoe 1906.

Implijet eo bet en armoù evel ar fuzuilhoù M1917 Enfield, Springfield M1903 ha BAR M1918 (er Brezel-bed Kentañ), hag en M1 Garand hag er vindrailherez Browning 1919 e-pad an Eil Brezel-bed. Kemeret eo bet e blas gant ar 7,62 × 51 mm evel munision standart AFNA e 1954, met implijet eo bet gant armeoù zo betek ar bloavezhioù 1970, da vare Brezel Viêt Nam da skouer. E hed-tenn efedus a zo war-dro 900 metr hervez hirder ar c'hanol.

Abaoe e vez implijet gant siviled dreist-holl. Ur c'halibr poblek eo gant chaseourien Norzhamerika evit al loened bras, hag an hini implijetañ eno etre ar bloavezhioù 1920 ha 1970 abalamour d'ar stokoù dreist a chome goude ar brezelioù-bed[2]. Aotreet eo evit chaseal e Frañs abaoe 2013 ha berzh a ra er vro-mañ. Hervez ar broduerien munisionoù eo an .30-06 Springfield unan eus an tri munision implijetañ er c'harabinennoù gant ar 7,62 × 51 mm NATO hag ar 7,62 × 39 mm M43.

Ar c'halibroù .270 Winchester ha .35 Whelen zo deveret eus ar c'halibr-mañ.

  1. (en) BODDINGTON Craig, Boddington's Take: .30-06 Springfield Cartridge, Guns & Ammo, 06/12/2023 (lennet d'an 01/09/2024)
  2. (en) BODDINGTON Craig, Boddington's Take: .30-06 Springfield Cartridge, Guns & Ammo, 06/12/2023 (lennet d'an 01/09/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan