Mont d’an endalc’had

Leoù Straßburg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Leoù Strasbourg)
Leoù Straßburg
alliance, oberenn skrivet, darvoud istorel
Deiziad krouiñ14 C'hwe 842 Kemmañ
AozerNithard Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvRhine Franconian, Gallo-Romance Kemmañ

Leoù Straßburg (Straßburger Eide en alamaneg ; Sacramenta Argentariae e latin) zo un emglev milourel hag a voe graet e Strossburi[1] d'ar 14 a viz C'hwevrer 842 gant Karl Voal, roue Frankia ar C'hornôg, ha Loeiz ar German, roue Frankia ar Reter, a-enep o breur Lotar I. Hennezh en devoa ranket rannañ rouantelezh e dad gant e vreudeur.

Kent al Leoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Loeiz an Deol (778-840), impalaer ar C'hornôg adalek 814 betek e varv e 840, a zivizas dre an Ordinatio Imperii ("Aozadur ar gouarnamant") e miz Gouere 817 a-zivout e hêrezh etre e dri mab reizhwir : Lotar (795-855), 33 bloaz, Pepin (~797-838), 31 bloaz, ha Loeiz (~806-876), 22 vloaz[2].

Daou zoare a oa da neuze e-keñver an hêrezh goude tremenvan un unpenn : hervez ar boaz germanek e rank an tiriad bezañ rannet etre an holl vibien reizhwir (evel-se e veze graet betek ren Loeiz an Deol) ; hervez giz an Iliz katolik roman e oa an impalaeriezh evel douaroù ar pab : ne c'helled ket rannañ an tiriad, un den hepken a c'helle ren warnañ.

Loeiz an Deol a zibabas un hent etre : Lotar, e vab reizhwir henañ, a voe lakaet da bennhêr ha kurunennet kerkent evel kenimpalaer e 817 ; Pepin en defe ar galloud (potestas) war dugelezh Akitania, dugelezh Gwaskogn, marzhoù Toloza, ha kontelezhioù Carcassona e Septimania, Autun, Avallon ha Nevers e Burgondia ; da Loeiz e vefe roet Bavaria — kement-se holl goude marv o zad.

Laouen e voe an Iliz, hogen broc'het e voe ar vrientinien frank. Bezet pe vezet, torret e voe an diviz gant ganedigezh Karl e 823. Brezelioù-diabarzh a voe en impalaeriezh neuze, pa c'houlennas Lotar bezañ impalaer waran tiriad a-bezh da heul an Ordinatio Imperii en daoust ma roas Loeiz an Deol un tamm eus an impalaeriezh d'e bevare mab, Karl, e-kerzh Bodadeg Worms e miz Eost 829. Kas e vab Lotar da Italia a eure ivez.

Impalaeriezh ar C'hornôg e 828

  • ██ Impalaeriezh Loeiz an Deol
  • ██ Rouantelezh Akitania (Pepin I)
  • ██ Rouantelezh Bavaria (Loeiz Germania)
  • ██ Rouantelezh Italia (Lotar I)
  • ██ Stadoù ar pab
  • Teir gwech e savas aduidi Lotar enep Loeiz an Deol.

    • 830-832, ma voe emgann etre Loeiz an Deol hag e vibien Pepin ha Loeiz — faezhet e voent en Augsburg e miz Ebrel 832, ha kodianañ a rejont.
    • 832-834, ma savas Lotar, Pepin ha Loeiz un arme kent goulenn digant ar pab Gregor IV adsevel unaniezh an impalaeriezh ; ar pab a gasas ur c'helc'hlizher d'an eskibien frank, met a-du gant Lotar hag ar vientinien e savjont. Kad a voe en Elzas e-kichen Colmer etre armoù Loeiz an Deol ha re e vibien. Trubardet e voe an impalaer ha kaset da Soissons, tra ma voe kaset e vab Karl (9 bloaz) da Brüm (Rheinland-Pfalz) hag e wreg Judit Bavaria d'ur gouent e Tortona (Piemonte). E 833 e c'houlennas groñs Lotar ma vefe anzavet evel impalaer, hag ec'h aozas prosez e dad ; hennezh a zilezas e garg, ha lakaet e voe e pinijenn en ur manati betek diwezh e vuhez. Daoust da gement-se, armeoù e vibien Pepin ha Loeiz a arsailhas Lotar, a venne bepred ren en e unan. Tec'hel a eure Lotar, hag adsavet e voe Loeiz an Deol war an tron d'ar 1añ a viz Meurzh 834. Digarget e voe ar veleien o devoa renet ar prosez. Emgannoù a voe e traoñienn al Liger hag ar Saône, hogen kodianañ a eure Lotar erziwezh en eskemm ouzh mirout rouantelezh Italia.
    • 834-840 : broc'het avat ma oa Loeiz ouzh e dad e kejas ouzh Lotar e Trento, ar pezh a gasas Loeiz an Deol d'e rediañ e 838 da chom e Bavaria goube bet diberc'hennet war e diriadoù german all. E miz Gwengolo 838 ivez e voe lakaet Karl, 15 vloaz, da roue Neustria. D'an 13 a viz Kerzu 838 e varvas Pepin ; Loeiz an Deol a rannas adarre an impalaeriezh : ar rann reterel da Lotar, Bavaria da Loeiz ha rann gornôgel an impalaeriezh da Garl ; droug a savas e Loeiz, pa vene ren war un drederenn eus an tiriad, hag e mibien Pepin, a vrezelias ouzh o zad-kozh hag ouzh o eontr Karl. En aner e stourmas Loeiz an Deol outo en Akitania hag e Thüringen kent e dremenvan d'an 20 a viz Mezheven 840.

    Kerkent ha beziet e dad, Lotar a vennas ren war an impalaeriezh a-bezh hag a skoras emsavioù enep Pepin II Akitania, enep Karl, ha re ar Saksoned enep Loeiz. Sevel enep dezhañ a eure e vreudeur Loeiz ha Karl neuze, ha d'ar 25 a viz Mezheven 841 e voent trec'h warnañ e Fontenoy (Yonne), nepell diouzh Auxerre. Eizh miz goude e skoulmas Loeiz ha Karl un emglev milourel dre Leoù Straßburg.

    Loeiz a gomzas ouzh aduidi Karl e romaneg (romana lingua, a droas d'ar galleg) evit bezañ komprenet ganto, ha Karl a gomzas ouzh aduidi Loeiz e germaneg (teudisca lingua, a droas d'an alamaneg) gant an hevelep ratozh. Goude an div brezegenn-se e lenner respontoù an daou du[3].

    E skrid al Leoù emañ ar brouenn gentañ eus ur yezh komzet, ar romana lingua, disheñvel diouzh al latin ; setu perak e vez lakaet da « skrid ganedigezh ar galleg »[4],[5]

    Gant mab-bihan Karl Veur ha niz Leiz an Deol, an istorour Nithard (~ 800 – ~ 858), ez eo bet treuzskrivet Leoù Straßburg ha savet an dornskrid a zo deuet betek ennomp[6].

    Frankeg ar Roen e oa rannyezh c'hermanek aduidi Loeiz ; den ne oar peseurt rannyezh romanek e oa hini aduidi Kerl Voal.

    Ur c'hinnig e latin gant Nithard zo a-raok pep prezegenn : hini Loeiz da gentañ, heuliet gant hini Karl, hini aduidi Karl ha hini aduidi Loeiz.

    Ar c'homzoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. Loeiz a lavar e romaneg e raio e seizh gwellañ evit difenn e vreur Karl, evel m'eo dleet etre breudeur ; spi en deus e raio Karl kement all en e geñver ; lavaret a ra ne skoulmo biken gant Lotar emglev ebet a vefe noazus da Garl.
    2. Karl a lavar heñvel e germaneg : difenn a raio Loeiz, biken gant Lotar emglev ebet a vefe noazus da Loeiz.
    3. Kannad aduidi Karl a lavar e romaneg : mar dalc'h Loeiz d'al le a ra d'e vreur Karl, ha mar torr Karl e hini ha ma ne c'hallomp ket e lakaat da zistreiñ war e veno, n'e skoazellimp ket enep Loeiz.
    4. Kannad aduidi Loeiz a lavar heñvel e frankeg : mar dalc'h Karl d'al le a ra d'e vreur Loeiz, ha mar torr Loeiz e hini ha ma ne c'hallomp ket e lakaat da zistreiñ war e veno, n'e skoazellimp ket enep Karl.

    Goude al Leoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Setu eta unanet an daou vreur enep Lotar, a rankas plegañ : ne c'helle ket mirout an impalaeriezh, dav e oa dezhañ kavout un emglev gant e vreudeur Loeiz II Germania ha Karl Voal Francia occidentalis. Goude e faezhidigezh e Fontenoy e miz Mezheven 841 ha Leoù Straßburg e miz C'hwevrer 842 e termas c'hoazh. En hañv 843 avat ec'h eas da Verdun, a oa en ur gontelezh na oa na da Loeiz na da Garl. Eno e sinas ganto Feur-emglev Verdun etre an 8 hag an 11 a viz Eost 843, a ranne adarre an impalaeriezh etre mibien Loeiz an Deol.

    Rannidigezh hervez Feur-emglev Verdun

  • ██ Francia occidentalis (Karl)
  • ██ Francia mediana (Lotar)
  • ██ Francia orientalis (Loeiz)
  • Levrlennadur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • Joseph de Mourcin : Serments prêtés à Strasbourg en 842 [...] traduis en françois [...]. Paris : Imprimerie de P. Didot l'Aîné, 1815 • Gallica
    1. Argentoratum e oa anv latin Strossburi, diwar ar gwrizioù keltiek *arganto-, "argant" ha *rāti-, "kreñvlec'h", pa oa bet savet unan war ribl ar stêr Ill gant ar Romaned eno.
    2. Ne oa ket bet ganet c'hoazh ar pevare mab Karl (823-877).
    3. (fr) Henry, Albert. Chrestomathie de la littérature en ancien français. Berne : Éditions A. Francke, 1978, pp. 1-2 (ISBN 978-3-7720-1395-9)
    4. (fr) Baumgartner, Emmanuèle : « Moyen Âge - L'affirmation des langues vulgaires », Encyclopædia Universalis. Kavet : 22 Meurzh 23..
    5. (fr) Cerquiglini, Bernard : La naissance du français. Paris : Presses universitaires de France, 2020 (ISBN 978-2-13-074943-1).
    6. Paris, Bibliothèque nationale de France, ms. f. lat. 9768, f° 13 r° ha v°.